Margaritas ante porcos
Margaritas ante porcos zo ur bomm latin tennet eus ar Vulgat, an Aviel e latin, a gaver e skrid Aviel Mazhev (7, 6), hag a dalv kement ha perlez d'ar moc'h.
Ar bomm-se a vije bet distaget gant Jezuz en e sarmon war ar menez d'e ziskibion. Lavaret en dije, en arameeg neuze rak ne gomze ket latin : "Nolite dare sanctum canibus, neque mittatis margaritas vestras ante porcos, ne forte conculcent eas pedibus suis, et conversi dirumpant vos", da lavarout eo : " Na roit ket pezh a zo santel d'ar chas ha na daolit ket (ho) perlez dirak ar moc'h, evit ma n'o mac'hint ket dindan o zreid.
E yezhoù all
kemmañFlandrezeg
kemmañUr vedalennig livet gant Pieter Brueghel gozh zo anvet '"Die lust heft te doen verlore wercken
die stroyt die rosen voor de vercken." (e brezhoneg: Ma kar un den skuizhañ en aver, ra daolo roz d'ar moc'h).
Spagnoleg
kemmañE spagnoleg e komzer eus echar margaritas a los cerdos, da lavarout eo teurel troioù-heol d'ar moc'h, deuet diwar zroukveskañ ar ger μαργαρίτας (margarítas), perlez, hag ar ger spagnolek margaritas ("troioù-heol").
Lennegezh
kemmañ- God Bless You, Mr. Rosewater, or Pearls Before Swine, romant saoznek gant ar romantour stadunanat Kurt Vonnegut, e 1965.