Marged uch Ifan
Marged uch Ifan (1696 - 1788?) , pe Marged vch Ifan, zo ur vaouez brudet e mojennoù Eryri en hanternoz Kembre. Brudet e oa da vezañ kreñv ha da vezañ telennourez ampart.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Kembre |
Anv-bihan | Marged |
Deiziad ganedigezh | 1699, 1768 |
Lec'h ganedigezh | Beddgelert |
Deiziad badeziant | 1696 |
Deiziad ar marv | 1788 |
Micher | strongwoman |
Benveg sonerezh | Telenn |
Genidik e oa eus Dyffryn Nantlle, ha tavarn a oa dezhi e Telyrniau. Goude ez eas da chom da Bwthyn Penllyn, e-kichen Llyn Padarn ma c'houneze he boued o kleuziañ e mengleuzioù kouevr Nant Peris ha mont a rae gant ur vag da benn izelañ al lenn e-kichen Brynrefail. Ditour diwar he fenn a gaver digant Thomas Pennant, ar beajour a reas tro Kembre e 1786 hag ac'h eas d'he zi nemet ne oa ket er gêr neuze. Chaseourez brudet e oa, ha kontet e veze e tape muioc'h a lern gant he chas en ur ober bloaz eget ma c'halle den ober dindan dek vloaz.
Sed ur pennill kozh diwar he fenn (meur a zoare damheñvel zo d'ar skrid ):
- Mae gan Farged fwyn uch Ifan
- Delyn fawr a thelyn fechan
- Un i'w chanu yn nhref Caernarfon
- Ac un i gadw'r gŵr yn fodlon
E brezhoneg:
- Marged koant uch Ifan he deus
- Un delenn vras hag un delenn vihan
- Unan da ganañ e kêr Caernarfon
- Hag unan da reiñ c'hoant d'ar gwaz.