Marh al lorh
Marh al lorh zo ul levr brezhonek gant Per-Jakez Heliaz embannet e 1986. Diouzh an titl e komprener eo skrivet e falc'huneg, met ar film tennet dioutañ ha bet advouezhiet gant Dizale en deus Marc'h al Lorc'h da ditl.
Embannadur gallek
kemmañTroidigezh Le Cheval d'orgueil Per-Jakez Heliaz eo, graet gant an oberour e-unan.
E 1975 e oa bet embannet ar skrid gallek gant an dastumad Terre Humaine e ti an embanner gall Plon e Pariz.
Embannadur brezhonek
kemmañE 1986, 11 vloaz war-lerc'h an embannadur gallek, e oa deuet er-maez ar skrid brezhonek, a oa ar skrid orin hervez an oberour. Embannet e oa ivez en dastumad Terre Humaine e ti an embanner gall Plon, e Pariz. Heñvel-vi e oa golo al levr brezhonek ouzh an hini gallek, war-bouez anv al levrioù : paper heñvel, golo kalet, keinet heñvel, un embannadur kaer evel n'eus ket kalz e brezhoneg. E falc'huneg e oa skrivet evel pennadoù Ouest-France.
Ne reas ket berzh tamm ebet avat, ha distrujet e voe ar miliadoù a levrioù na oant ket bet gwerzhet.
Un toullad bloavezhioù goude e oa bet Emgleo Breiz oc'h adembann levr Heliaz gant ur golo tanav ha war baper marc'had-mat.