Mari Lwyd

hengoun eus Bro-Gembre evit ar bloaz nevez

Mari Lwyd pe Y Fari Lwyd (a dalv « ar Werc'hez Santel » pe « ar Gazeg Louet » hervez ar c'hredennoù[1]) zo un hengoun eus Bro-Gembre evit lidañ ar bloavezh nevez, daoust ma c'hall bezañ lidet e-pad ur prantad hir hag a ya eus an Nedeleg betek ar 5 a viz Genver (12 devezh goude an Nedeleg).

Ar gazeg louet

An dud a ya a-gevret gant un den a-youl vat treuzwisket en ur gazeg, a di da di hag eus an eil tavarn d'eben, da ganañ evit reiñ chañs d'ar berc'henned gant ar spi da vezañ degemeret ouzh o zaol evit rannañ boued hag evaj.

Mari Lwyd e Llangynwyd (Morgannwg) etre 1910 ha 1914.

Mammennoù kemmañ

  1. (en) The Mari Lwyd: A Twelfth Night Custom, David Jones, Kazetenn Archaeologia Cambrensis, 1888, p. 389