Maria Amalia von Sachsen (1724–1760)

Maria Amalia von Sachsen , pe Maria Amalia Christina Franziska Xaveria Flora Walburga, pe María Amalia de Sajonia e spagnoleg (4 a viz Du 1724 e Dresden27 a viz Gwengolo 1760 e Madrid), a oa ur briñsez alaman hag a zeuas da vout rouanez Naplez ha Sikilia (1737-1759) ha rouanez Spagn (1759-1760) dre he dimeziñ da Carlos III (1716–1788).

Maria Amalia von Sachsen, Rouanez an Div Sikilia (1740)
Maria Amalia von Sachsen
Maria Amalia von Sachsen, Rouanez Spagn

He buhez

kemmañ

Ganet e oa e Dresden d'ar 24 a viz Du 1724. Merc'h e oa da Aogust III, Priñs-Dilenner Sachsen, ha goude Roue Pologn ha dug-meur Lituania, ha d'e bried Maria Josepha von Österreich (1699–1757), merc'h da Joseph Iañ, Impalaer santel .

14 vloaz ne oa ken pa voe dimezet da Garlos, roue Naplez ha Sikilia, ha mab da Felipe V roue Spagn ha d'e eil pried Elisabetta Farnese.

En 1759 e varvas Fernando VI, roue Spagn divugel, ha breur henañ Carlos. Neuze ez eas Maria Amalia da-heul he fried eus Naplez da Spagn da gemer kurunenn e vreur. Hi an hini a zegasas ar c'hiz napolitan d'ober kraou Nedeleg da Spagn,

He marv

kemmañ

E miz Gwengolo 1760, daou vloaz goude degouezhet e Spagn, e varvas María Amalia gant an droug-skevent. Carlos III a lavaras: "En ur ober 22 vloaz a briedelezh eo an dro gentañ da Amalia ober displijadur din ".

Un dimeziñ evurus e voe, ha ne addimezas ket ar roue intañv.

He bugale

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • RUBIO, María José. Reinas de España. Siglos XVIII al XXI. De María Luisa Gabriela de Saboya a Letizia Ortiz. Madrid: La Esfera de los Libros, 2009.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.