Maria Ana Francisca Josefa de Bragança
Maria Ana Portugal, pe Maria Ana Francisca Josefa de Bragança, pe Maria Ana Francisca Josefa Rita Joana de Bragança (1736-1813), a oa ganet e Lisboa, er Paço da Ribeira.
Merc'h e oa d'ar roue José Iañ ha d'e bried Mariana Victoria Spagn, o eil merc'h e oa. Kaoz a oa bet d'he dimeziñ da Louis, Daofin Bro-C'hall (1729-1765), mab Loeiz XV, met he mamm ne fellas ket dezhi. Dizimez e chomas.
Troet e oa gant ar sonerezh hag al liverezh. Gant he ziegezh ez eas da repuiñ da Vrazil pa voe aloubet Portugal e 1807 gant armeoù Napoleon. Mervel a reas e Rio de Janeiro da 76 vloaz.