Maria Ana de Bragança (1843-1884)

Ur pennad Maria Ana de Bragança zo ivez.

Maria Ana de Bragança (1843-1884) a oa un infantez portugalat hag a zeuas da vout Priñsez Sachsen. Merc'h e oa da Ferdinand von Sachsen-Coburg-Gotha ha da Maria II, rouanez Portugal.

Maria Ana de Bragança (1843-1884)
An infantez Maria Ana de Bragança, poltredet e 1853.

He mamm a varvas en 1853. He breur, ar roue Pedro V, a zimezas d'ar briñsez alaman Stephanie von Hohenzollern e 1858, a varvas bloaz goude. Mat a-walc'h en em glevas an div c'hoar-gaer, petra bennak ma ouzer, dre lizheroù, e rae fae an infantez portugalat war ar Saksonez.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

 
Georg von Sachsen (1832-1904), Roue Sachsen (1902-1904), pried Maria Ana de Bragança.

Dimeziñ a reas Maria Ana e 1859 da Georg (1832-1904), priñs Sachsen, ha ne voe roue Sachsen (1902-1904) nemet goude marv e bried Maria Ana. Eizh bugel o doe:

He marv kemmañ

Mervel a eure Maria Anna e miz Genver 1884, da 40 vloaz, e Dresden, hag eno e voe beziet.