Maria Anna von Pfalz-Sulzbach

Maria Anna Josepha Charlotte Amalie von Pfalz-Sulzbach (22 a viz Mezheven 1722 en Schwetzingen - 25 a viz Ebrel 1790 en München) a oa kontez Pfalz-Sulzbach ha dre he dimeziñ Priñsez a Vavaria.

Maria Anna von Sulzbach (1722-1790), Priñsez a Vavaria

Merc'h e oa da Joseph Karl von Pfalz-Sulzbach (1694-1729) ha da Elisabeth von Pfalz-Neuburg (1693-1728). He mamm a oa merc'h da gKarl III Philipp, Kont Neuburg, ha d'e bried kentañ, ar briñsez lituanian Ludwika Karolina Radziwiłł.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas e miz Genver 1742 en Mannheim da Clemens Franz de Paula von Bayern (1722-1770).

Lennegezh

kemmañ

Diwar buhez Maria Anna ez eus bet skrivet ur romant, Die Dame mit dem Samtvisier, gant ar skrivagner alaman Horst Wolfram Geißler e 1931.