Maria Bochkareva
Maria Leontievna Bochkareva (Rusianeg: Мари́я Лео́нтьевна Бочкарёва; Maria Leontievna Bochkaryova) ganet Maria Leontievna Frolkova ha lesanvet Yashka e 1889 e proviñs Novgorod hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Mae 1920 a oa ur soudardez rusian a stourmas e-pad ar C'hentañ Brezel-bed. He a voe mammenn da stummadur Batailhon Maouezed ar Marv, un aozadur milourel digoret d'ar merc'hed nemetken.
Buhez
kemmañMaria Frolkova a voe ganet en ur familh labourerien douar e proviñs Novgorod e 1889. Kuitaet he devoa ar ger d'an oad a 15 vloaz evit dimeziñ gant Afanasy Bochkarev goude-se e yaent da vevañ e Tomsk, e Siberia eno e voent ouvrierien. Eno e krogas ar gwaz da skeiñ warni, Bochkareva a guitaas anezhañ hag he labour. Kavet he devoa ul labour all evel matezh, ne ouie ket siwazh dezhi e oa he implijer un houlier perc'henn war ur Fouzhlec'h. Rediet e voe Maria da labourat el lec'h.
Fiñvet e voe ha kaset d'ur fouzlec'h e Sretensk, eno Maria a gavas un amourous, ur yuzev anvet Yakov (pe Yankel) Buk.
Ar soudardez
kemmañKroget eo he hent soudardez en ur emezeliñ e lu an Tsar, gant harp ur c'homandant lec'hel a gave ar mennozh farsus e voe kavet an tu ganti da gaout un aotre ofisiel gant an Tsar Nikolaz II da emezeliñ el lu en desped da vezañ ur vaouez. Rediet e voe dezhi talañ ouzh ar goap, an tagadennoù reizhel a-berzh ar soudarded all. Gounez a raio doujañs pa grogo da gemer perzh en emgannoù drastus. Hervez he skrid-buhez, kemeret he devoa perzh e div dagadenn. He rejimant a glaske tizhout an nerzhioù alaman met a voe riset dre obererezh ar vindrailherezioù. E-pad an div emgann e toullgofas da varv un alaman gant ur gleze-fuzuilh. Stanket en No man's land e-pad eurvezhioù dindan tennoù lies an Alamanted he zeas memestra da adpakañ kamaraded dezhi gloazet evit o adkas er fozioù difenn rusian. Hervez e skrid-buhez he dije savetaet kantadoù a soudarded ar pezh a seblant douetus. Pezh a zo istorel ez eo e voe gloazet don ha tennet diouzh an talbenn evit pareañ. Goulenn a raio distreiñ d'an talbenn goude-se gant he gamaraded a zegemeras anezhi en-dro gant laouenidigezh.
Goude Reveulzi C'hwevrer 1917 , Alexander Kerensky maodiern ar brezel er gouarnamant da c'hortoz a aotreas anezhi da sevel ur batailhon maouezed nemetken anvet Batailhon Maouezed ar Marv savet gant kantadoù a maouezed. Adal ar mare-se ez eo diaesoc'h gouzout sklaer petra a erruas dre ma oa un objed politikel anat ar batailhon maouezed, kement evit ar re a-du gant ar Bolcheviked evit ar re a-enep. Ouzhpenn da-se dre ma oa maouezed e-kreizh ar jeu e voe ur sell diseblant gant an istorourien pe enebet.
Benelouriezh
kemmañMaria Bochkareva a voe kamaladez bras gant Emmeline Pankhurst a lesanve anezhi "The greatest woman of the century".