Tomsk
Tomsk (Томск e rusianeg) zo ur gêr eus eus Rusia, e mervent Siberia. Poblet eo gant 564 910 a dud (2015). Kêr-benn Oblast Tomsk eo. Emañ war lez ar stêr Tom, nepell diouzh kêr Seversk, a zo brudet abalamour ma vez eztennet plutoniom en he zrowardroioù.
Unan eus kêrioù koshañ Siberia eo Tomsk: e 2004 e oa bet lidet he 400 vloaz. Dre ma'z eo ur gêr gozh e kaver enni skolioù-meur ha kreizennoù enklask. Un aerborzh a zo ivez.