Maria Teresa Spagn (1638-1683)

María Teresa de Austria pe María Teresa de Habsburgo e spagnoleg, pe Maria Theresia von Spanien (1638–1683), pe von Österreich en alamaneg, pe Maria Tereza Spagn e brezhoneg, ganet en El Escorial d'an 10 a viz Gwengolo 1638, marvet e Versailhez d'an 30 a viz Gouhere 1683, a oa ur briñsez spagnol, deuet da vezañ Rouanez Bro-C'hall. Ur pennadig e voe rejantez en 1672 pan eas Loeiz XIV da weladenniñ an arme c'hall o vrezeliñ en Izelvroioù.

María Teresa de Austria (1663)

He zud

kemmañ

Merc'h e oa da Felipe IV, roue Spagn ha d'ar briñsez c'hall Elesbed Bro-C'hall (1602-1644). Dimezet e voe d'ar roue gall Loeiz XIV.

Bugale

kemmañ

C'hwec'h bugel he deus bet:

  1. Loeiz Bro-C'hall (1661-1711), Daofin Bro-C'hall,
  2. Anne Élisabeth Bro-C'hall (18 a viz Du- 1662),
  3. Marie Anne Bro-C'hall (16 a viz Du - 1664)
  4. Marie Thérèse, la Petite Madame (1667-1672), marvet da bemp bloaz,
  5. Philippe Bro-C'hall, duc d'Anjou (1668-1671), marvet da dri bloaz,
  6. Louis François Bro-C'hall, duc d'Anjou ( 14 a viz Mezheven - 4 a viz Du 1672).