Mariana Grajales Coello (Santiago de Cuba, 1815 - Kingston (Jamaika), 1893) a oa un emsaverez kuban. Stourm a reas enep ar sklavelezh hag evit dieubidigezh ar vro. Trizek bugel he doe en holl, an hini diwezhañ da 52 vloaz. Mariana a veve gant he zud e La Delicia e karter Majaguabo e San Luis, Santiago de Cuba. Diwezhatoc'h e vevas er menez ma rae war-dro un tamm ospital.

Mariana Grajales

He buhez

kemmañ

Ganet e oa Mariana Grajales en Santiago de Cuba. He zud, José Grajales ha Teresa Cuello, a oa hironed eus Santo Domingo.

E 1838, da 23 bloaz, e timezas da Fructuoso Regüeiferos, ha pevar mab o doe: Felipe, Fermín, Manuel ha Justo. Mervel a reas he fried en 1840.

Dimeziñ a reas e 1851 da Marcos Maceo, ur Venezuelad. Mont a rejont da chom en un tiegezh da Marcos en Majaguabo- San Luís. Eno e voe ganet Antonio, José, Rafael, Miguel, Julio, Tomás, Marcos, Dominga ha Baldomera.

Mariana ha Marcos a savas strizh o bugale, ha tra ma veze ar baotred er parkeier e laboure ar merc'hed war-dro an ti. Marcos a gonte d'e vugale penaos en devoa brezeliet e Brezel Dizalc'hted Venezuela, en ur implij ar gontell-vouc'hal. Mariana a gonte istorioù eus brezel Haití hag eus an harlu da Cuba da glask peoc'h.

Gant he zud e kemeras perzh er Brezel Dek Vloaz, brezel 1868-1878, ha brezel 1895. He mibien Jose hag Antonio Maceo Grajales, a oa jeneraled en arme an dieubidigezh etre 1868 ha 1878. A-hed ar brezelioù e reas war-dro ospitalioù ha mont a rae war an dachenn-emgann da reiñ harp ha frealz da soudarded gloazet en daou du.

Ar barzh ha stourmer José Martí, a skrivas, goude gwelout Mariana Grajales ha pried Antonio Maceo, Maria Cabrales, o toint da skoazellañ Antonio a oa gloazet: "Faciles son los heroes con tales mujeres" (Aes e vez bout harozed gant maouezed evel ar re-se).[1] Mariana Grajales Coello a varvas e 1893 en Kingston, Jamaica, d'an oad a 85 bloaz.