Marianne Jean-Baptiste
Marianne Raigipcien Jean-Baptiste, pe Marianne Jean-Baptiste, ganet d'ar 26 a viz Ebrel 1967 e Londrez (Bro-Saoz), zo un aktourez saoz, a orin eus Antigua-ha-Barbuda ha Santez-Lusia. Studiet he deus er Royal Academy of Dramatic Art e Londrez ha c'hoariet er Royal National Theatre. Ken brudet eo e metoù ar c'hoariva e Londrez evel er bed abalamour d'he filmoù, met brudetoc'h c'hoazh eo abalamour d'ar skinwel.
C'hoariva
kemmañMeneg a oa anezhi e 1994 evit ar Ian Charleson Award abalamour d'he c'hoari e-barzh Measure For Measure gant ar gompagnunezh Cheek by Jowl.
Kanerez
kemmañOuzhpenn he labour aktourez he deus enrollet ur bladenn ma kan blues.
Sonerezh
kemmañSavet he deus sonerezh ar film Career Girls, kaset da benn gant Mike Leigh e 1997 .
Barzhoniezh
kemmañHi an hini a lenn ar "Sonnet 15", gant William Shakespeare, er bladenn When Love Speaks (EMI Classics) embannet e 2002.
He filmoù
kemmañ- 2010 : Takers.
- 2008 : City of Ember
- 2006 : Jam
- 2001 : Spy game , evel Gladys Jennip
- 2000 : New Year's Day (2001) evel Veronica
- 2000 : The Cell , evel Dr Miriam Kent
- The 24 Hour Woman (1999) as Madeline Labelle
- The Murder of Stephen Lawrence (1999) as Doreen Lawrence
- 1999 : 28 Days, evel Roshanda
- 1998 : How to Make the Cruelest Month , evel Christina Parks
- 1998 : Murder of Crows
- 1997 : Mr. Jealousy
- 1996 : Secrets & Lies,evel Hortense Cumberbatch
- 1991 : Once Upon a Time
Er skinwel
kemmañ- Cracker (1994) , heuliad-skinwel saoz
- Without a Trace (2002 - 2009), heuliad-skinwel stadunanat, evel Vivian Johnson.
Without a Trace
kemmañEr filmoù-see c'hoari ur boliserez eus an FBI , Vivian Johnson, klañv he c'halon, ur mab dezhi da sevel.