Marie-Louise de Lamoignon

Marie-Louise-Élisabeth de Lamoignon, deuet da vezañ an itron kontez Molé de Champlâtreux da heul he dimeziñ (graet e veze an Itron Molé anezhi), ha goude, deuet da vezañ ar Vamm Sant-Loeiz (Mère Saint-Louis) pa oa en urzhioù (ganet d'an 3 a viz Here 1763 e Pariz-marvet d'ar 4 a viz Meurzh 1825 e Gwened), a zo ur wenvidigez katolik, savet ganti "kongregasion ar Garitez Sant-Loeiz" ("Seurezed Sant-Loeiz").

Eus an noblañs uhel (he zad a oa ministr ar Justis e 1787) e oa ha tregont vloaz e oa-hi pa voe dibennet he gwaz da Sul Fask 1794 e-pad « Spont Bras » an Dispac'h Gall e Pariz. Glac’haret bras e voe gant se ha sevel a reas enni ar c’hoant da vont en Urzhioù, met ne reas ket evit sentiñ ouzh he c’hofesour. Hemañ he galvas pa voe anvet eskob e Gwened. Neuze e savas « an Itron Molé » – evel ma veze graet anezhi – ur skol gentañ e Gwened, ha d'ar poent-hont eo a reas he leoù kentañ, ha kalz a verc’hed paour a fellas dezho mont en urzh nevez-savet ganti e 1803.

Gwenvidikadur

kemmañ

D’ar 26 a viz Mae 2012 (deiz Sul ar Pantekost 2012) eo bet lakaet war roll ar Winvidion e Gwened. Hervez ar c'helaouennoù e vefe ar gwenvidikadur kentañ graet e Breizh[1],[2].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Ouest-France, niv. 20591, d'an 3 a viz Mae 2012, p. 8
  2. Kannadig Imbourc'h, Nn 76, Mae Mezheven 2012, p. 12