Marie-Thérèse Bro-C'hall (1667-1672)
Marie-Thérèse Bro-C'hall (1667-1672), lesanvet la Petite Madame, a oa trede merc'h Maria Tereza Spagn ha Loeiz XIV, Roue Bro-C'hall. Mervel a reas da bemp bloaz gant an droug-skevent.
Trede merc'h he mamm Maria Tereza Spagn e oa. Dre ma oa ar verc'h henañ, marvet he c'hoarezed koshoc'h, e vez graet Madame Royale anezhi, pe la Petite Madame, evit he disheñvelout diouzh he moerebed, a veze lesanvet Madame dre ma oant priedoù hec'h eontr, a veze lesanvet Monsieur : Henriette d'Angleterre, kentañ Madame marvet en 1670, hag ar briñsez Palatine, an eil Madame, marvet en 1722.