Marie Louise Élisabeth d'Orléans
- Arabat droukveskañ gant Louise Élisabeth d'Orléans, rouanez Spagn.
Marie Louise Élisabeth d'Orléans (1695-1719), dugez Berry (1710), a oa ur briñsez c'hall, merc'h da Philippe d'Orléans, dug Orléans, a voe rejant.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Marie-Louise-Élisabeth d'Orléans |
Anv-bihan | Marie |
Anv-familh | d'Orléans |
Titl noblañs | dug, priñsez |
Moranv | Joufflotte |
Deiziad ganedigezh | 20 Eos 1695 |
Lec'h ganedigezh | Kastell Versailhez |
Deiziad ar marv | 21 Gou 1719 |
Lec'h ar marv | Château de la Muette |
Abeg ar marv | puerperal disorders |
Lec'h douaridigezh | Basilica of Saint-Denis |
Tad | Philippe d'Orléans |
Mamm | Françoise Marie de Bourbon |
Pried | Charles de France, Armand d'Aydic, Comte de Rion |
Bugel | Charles de Berry, unnamed daughter de Bourbon, Marie Louise Elisabeth de Bourbon |
Familh | Tiegezh Orleañs |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | brientin |
Dimeziñ a reas e 710 da Charles de France (1686-1714), dug Berry. Intañveziñ a reas e 1714 da 19 vloaz.
Brud fall he devoa abalamour ma eve kalz, ha ma oa anavezet da zoganiñ he fried gant mevelien, hag eñ a rae kemend-all gant he dimezelled. Gourdrouz kas anezhi d'ur gouent a reaz ar gwaz pa glevas e oa dogan, ha mont betek he dornañ dirak an dud.
Teir gwech e wilioudas, da vihanañ, ha mervel a reas ar vugale ez vihan bep tro. Ur bugel all he doe digant ur serc'heg, a voe kaset da leanez.
Tev e oa deuet da vezañ a-hervez met marteze ne oa ket diwar debriñ re(Da sklaeraat). Lesanvet e oa bet "Joufflotte" er c'hanaouennoù goapaus savet diwar he fenn.
Mervel a reas da 24 bloaz. Dougerez e oa adarre. Da fall e oa aet he yec'hed gant he gwilioudoù.