Marien Ngouabi (31 a viz Kerzu 1938 - 18 a viz Meurzh 1977) a oa ur soudard hag ur politikour eus Republik Kongo, bet prezidant ar vro adalek 1969 betek e varv.

Marien Ngouabi
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Kongo Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMarien Ngouabi Kemmañ
Anv-familhNgouabi Kemmañ
Deiziad ganedigezh31 Kzu 1938 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOwando Kemmañ
Deiziad ar marv18 Meu 1977 Kemmañ
Lec'h ar marvBrazzaville Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Lec'h douaridigezhOwando Kemmañ
PriedCéline Ngouabi, Clotilde Ngouabi Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
KargPresident of the Republic of the Congo Kemmañ
Bet war ar studi eÉcole Spéciale Militaire de Saint-Cyr, École militaire interarmes, École militaire de Strasbourg Kemmañ
Strollad politikelCongolese Party of Labour Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Grad milourelarmy general Kemmañ
Prizioù resevetOrder of José Martí, Order of Lenin Kemmañ

Goude bezañ bet stummet e Bro-C'hall e tistroas d'e vro, da Bointe-Noire ma oa eil-letanant e 1962 ha letanant e 1963. E miz Gouere 1968 e voe harzet un nebeud dezvezhioù, a-raok bezañ dieubet gant soudarded all. E miz Eost e krouas ar Conseil National de la Révolution (Kuzul Broadel an Dispac'h) hag e miz Gwengolo e voe lakaet Alphonse Massamba-Débat da reiñ e zilez. Alfred Raoul a voe lakaet neuze e penn ar Stad daoust ma oa ar galloud gant Ngouabi e gwirionez. D'an 31 a viz Kerzu 1968 ec'h eas Ngouabi da brezidant Kongo da vat.

Cheñch a reas anv ar vro, lakaet da Republik Poblel Kongo, Stad marksour-leninour gentañ eus Afrika. Lazhet e voe Marien Ngouabi en ur gwalldaol d'an 18 a viz Meurzh 1977. En devezhioù war-lerc'h e voe harzet ha fuzuilhet meur a zen, war zigarez o doa kemeret perzh er gwalldaol, Massamba-Débat en o zouez. Joachim Yhombi-Opango a voe lakaet e penn ar Stad er gouarnamant da c'hortoz.