Marin Mersenne, ganet en Oizé, Sarthe, d'an 8 a viz Gwengolo 1588, marvet e Pariz d'ar 1 a viz Gwengolo 1648, a oa ul lean gall eus urzh ar Vinimed, ul lenneg, ur matematikour hag ur prederour. Gantañ a voe savet lezennoù kentañ an akoustik a voe staget e anv outo e-pad pell[1] ; d'ar memes koulz ha Galileo Galilei e tiazezas lezenn lamm ar c'horfoù er goullo. Lavaret a rae De Waard diwar e benn e oa sekretour lenneien Europa e amzer.

Marin Mersenne

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Robert Lenoble  : Quelques aspects d'une révolution scientifique