Marion Eames (Gwladys Marion Griffith Eames, ganet d'ar 5 a viz C'hwevrer 1921 ha marvet d'an 3 a viz Ebrel 2007) a oa ur skrivagnerez kembraek.

He buhez

kemmañ

Ganet e voe Marion Eames e Birkenhead, e Cheshire, en ur familh Kembreiz, ha desavet e voe e Dolgellau, e Meirionnydd. Un eil yezh e voe ar c'hembraeg eviti neuze.

Kavout a reas labour e levraoueg Dolgellau ha goude-se e hini Skol-veur Aberystwyth. Dre he labour en em lakaas da lenn levrioù kembraek ha da wellaat he c'hembraeg. En em lakaat a reas da skrivañ pennadoù kembraek ha saoznek evit kelaouennoù Plaid Cymru e Dolgellau. Prizioù a dapas evel kanerez ha telennourez en eisteddfodoù Caerffili (1950), Aberystwyth (1952) ha Llangefni (1957). Mont a reas da Londrez da studiañ sonerezh, evit dont da vezañ kelennerez sonerezh. E Londrez e timezas gant ur c'hazetenner ha dont a rejont en-dro da Gembre da vevañ. En em lakaat a reas neuze da labourat evit abadennoù radio ar BBC e Kerdiz. E-pad ur pennad e voe unan eus ar re a skrive istorioù Pobol Y Cwm evit ar skinwel.

E-keit-se e kendalc'he da skrivañ war he amzer vak. Embannet e voe he levr kentañ, Y Stafell Ddirgel, e 1969, ha degemeret mat e voe gant al lennerien hag ar skridvarnerien. Diwezhatoc'h e voe graet ur film gantañ. Meur a romant all a savas evit an oadourien koulz ha levrioù evit ar vugale.

Oberennoù

kemmañ

Romantoù oadourien

kemmañ
  • Y Stafell Ddirgel (1969)
  • Y Rhandir Mwyn (1972)
  • I Hela Cnau (1978)
  • Y Gaeaf sydd Unig (1982)
  • Seren Gaeth (1985)
  • Y Ferch Dawel (1992)

Levrioù bugale

kemmañ
  • Sionyn a Siarli (Christopher Davies, Abertawe, 1977)
  • Sionyn a Siarli a'r Bws Hud
  • Duwies y Llyn (2000)
  • Baner Beca (2004)

Traoù all

kemmañ
  • A Private Language? (1997) (diwar-benn al lennegezh kembraek)

Liammoù diavaez

kemmañ