Marsel Gwilhou
Marsel Gwilhou, ganet e 1930 e ti feurm Kermorvan e Larruen, zo kaner ha konter.
E vuhezAozañ
Marsel Gwilhou a zo ganet en ti feurm e-lec'h na veze komzet ken nemet brezhoneg. Da zek vloaz e oa aet d'ar skol evit ar wech kentañ Deskin a reas galleg en ur ober tri miz skol ha paouez ar skol da 15 vloaz. Goude se e tistroas d'ar feurm betek hiziv ha bremañ da 80 vloaz da nedeleg.
- E 1957 e krogas da gontañ ha da ganañ er penn kentañ e Bro fañch ha goude er broioù e-kichen.
Ober a reas un droig e Kazetenn ar vro blin (sikouret en deus krouiñ RKB) e 1978 gant Jean Yves Richard ha René Richard. Karget e oa da grouiñ kasedigoù amzerel enrollet warno kontadennoù pe ganaouenoù eus ar vro.
- kelenn a reas da meur a zen kanañ dreist-holl da Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Annie Ebrel, Claudine Flohic, ha gwelet e vez alies er festoù noz.
Meur a bladenn en deus graet ivez.
EnrolladurioùAozañ
PladennAozañ
- Un devezh 'ba Kerc'h Morvan
- Zant nikolas
- Tiens bon bon la bouteille
- Pa basan 'barzh ar ger man
- Penherezh ar miliner
- Kontadenn ar boulanjer
- Ar merer paour
- Barzh ar ger a lost ar c'hoat
- Ar merer paour
- Ar merc'hetaer
- Krouer an neñv hag an douar
- Kontadenn yann a voen deuz ar geodet
- Tristat e' ma vlanedenn
- Me 'zo deit amañ henoez
- Aar butun
- Extra
FilmoùAozañ
- Marsel Paotr Plaen, Bastian Gwilhou, France 3 Bretagne, 2011
- Marsel Gwilhouz, ur skouarn da selaou, Jérémy Véron ha Yann Simon, Connaissance et sauvegarde du patrimoine, 2010