Martha Jac a Sianco
(Adkaset eus Martha, Jac a Sianco)
Ur romant kembraek gant Caryl Lewis eo Martha Jac a Sianco, embannet evit ar wech kentañ e miz Du 2004, gant Y Lolfa ha gounezet gantañ ar priz Llyfr y Flwyddyn (Levr ar Bloaz) e 2005.
Tremen a ra an istor e mervent Kembre, istor daou vreur hag o c'hoar, o labour kalet en atant o zud, hag a vo toullbac'het .
Embannet eo bet an oberenn dre gomz gant ar gompagnunezh pladennoù kembraek Sain war ur CD e miz Kerzu 2005.
Adembannet eo bet al levr e 2007.
Embannadurioù
kemmañ- Martha Jac a Sianco, Y Lolfa, miz Du 2004, ISBN 0862437539
- Troet hag embannet eo bet e saozneg dindan an titl Martha, Jack & Shanco (gant ur virgulenn en titl saoznek).
Liammoù diavaez
kemmañ- Diwar-benn al levr (lec'hienn BBC Cymru) ( e kembraeg)
- Pennad e galleg gant Diarmuid Johnson: https://web.archive.org/web/20080405071309/http://www.transcript-review.org/sub.cfm?lan=fr&id=3811.