Marv eo Fañch !
Marv eo Fañch ! zo ul levr kant seitek pajenn anezhañ gant Fañch Jestin bet embannet e miz Here 2006 gant Skol Vreizh.
Eil levrig an oberour eo, da-heul Interamant Toñ Zidor (2002).
Al levr
kemmañKregiñ a ra gant un danevellig – An tad, ar mab hag ar mestr-skol an titl anezhi – e giz raklavar.
Trizek danevell a ya d'ober al lodenn gentañ :
- An daou Yann
- E toull ma frenestr
- Un droiad vale dispar
- Bugale skol o vreskenn !
- Emañ o tont...
- Marv eo Fañch (oc'h ober gant troiennoù 'zo eus al langaj chon)
- Al laer dienn
- Tec'hadenn Perig
- Tomatezenn an Amerikan
- Ur chichant a vaouez
- Strobinelloù an noz
- Ar bidoc'hig (savet diwar un istor gwir degouezhet er Vro Vigoudenn)
- Kan ar bourvig
En eil lodenn – "Al lonened war al leurenn" an anv anezhi – a vod dek danevell all :
- An daou azen
- Ar c'hazh a faote dezhañ kaout un ti
- Sinet Hitchcock !
- Al louarn hag ar c'hwibon
- Razh ar gêrioù ha razh ar maezioù
- Bec'h d'ar brini
- Ar c'had hag ar vaot
- Un afer podoù, laboused, kazh, leon hag all...
- Mousc'hoarzh ar Jokond
- Bidiez an aotrou Morvan
Echuiñ a ra al levr gant un danevell hiroc'h eget ar reoù all – Al lanv rousdu an titl aznezhi – awenet diwar an danevell Matin Brun savet gant ar romantour gall Franck Pavloff hag embannet e 1998 gant an Éditions Cheyne.