Marwareg
yezh
Ur yezh indez-aryek eo ar marwareg (marwari) komzet dreist-holl e Rajasthan ha Goudjarat en India hag ivez e reter Pakistan.
Evit tud zo ez eo ar marwareg ur rannyezh hindek.
Ne vez ket skrivet ar yezh-mañ, hag an dud a ra ganti dre gomz a implij kentoc'h an hindeg dre skrid.
N'he deus ar yezh-mañ statud ebet en India ha war digresk ec'h a an niver a dud a ra ganti, dreist-holl er c'hêrioù bras.