Mas que Nada zo ur ganaouenn bortugalek gant ar c'haner brazilian Jorge Ben. Enrollet e oa bet hag embannet e 1963 en e albom kentañ — Samba Esquema Novo — ur bladenn samba mesket gant doareoù seniñ ar rock'n roll. Brud vras a dapas ganti, ha bez' ez eo unan eus ar c'hanaouennoù brazilian anavezetañ er bed.

Gant ar gelaouenn Rolling Stone (Brazil) eo bet lakaet da bempet a-douez ar 100 gwellañ kanaouenn eus Brazil[1].

Kanerien all

kemmañ

Gant Sérgio Mendes

kemmañ

Peder gwech eo bet enrollet gant ar pianoour brazilian Sérgio Mendes hag embannet :

  • e 1966 en albom Herb Alpert Apresenta Sergio Mendes & Brasil '66,
  • e 1989 en albom Arara,
  • e 2006, a-gevret gant ar strollad raperien stadunanat The Black Eyed Peas en albom Timeless,
  • e 2010 en albom Bom Tempo Brasil (Remixed).

E 1970 e voe savet hag embannet un doare gallek — A Quoi Tu Joues — gant Marcel Zanini (1923-) ; n'eo ket chomet garanet don e speredoù selaouerien ar c'houlz...

Gerioù ar ganaouenn...

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ