Mathilde-Létizia Bonaparte
Mathilde Bonaparte, pe Mathilde Létizia Wilhelmine Bonaparte, ganet e e Trieste (Italia) d'ar 27 a viz Mae 1820, ha marvet e Pariz d'an 2 a viz Genver 1904, brudet evel la princesse Mathilde, a oa ur briñsez c'hall eus an tiegezh Bonaparte.
He buhez
kemmañMerc'h e oa da Girolamo Buonaparte, bet roue Westfalen en amzer an impalaeriezh c'hall, ha d'e eil bried Katharina von Württemberg. Pa voe diskaret an impalaeriezh e voe harluet an tiegezh, ha savet e voe Mathilde e Roma ha Firenze.
En 1835, pa oa 15 vloaz, e voe prometet he dorn d'he c'henderv Louis-Napoléon Bonaparte, a zeuy da vout Napoleon III. He zad nevez-intañv a oa berr an arc'hant gantañ.
Eured
kemmañD'an 1 a viz Du 1840 e Firenze e timezas d'ar c'hont rus Anatole Demidoff, nevez titlet a-raok an eured priñs San Donato, gant an dug-meur Leopoldo II Toskana.
Ur falldimeziñ e voe, feuls e oa an ozhac'h pinvidik-mor-se, a nac'he kuitaat e bried-kleiz Valentine de Sainte-Aldegonde, dugez Dino. Tec'hel a eure Mathilde da Bariz gant he bravigoù, a oa hec'h argouroù.