Matteo Salvini
Matteo Salvini, ganet d'an 9 a viz Meurzh 1973 e Milano, zo ur politikour italian. Kannad europat eo abaoe 2004, ha sekretour kevredadel al Lega Nord abaoe 2013. Dindan e renerez ez eus paouezet goustadik gant rannvroelouriezh ar strollad evit mont war-du ur sell identelour hag emveliour italian. Gantañ e vez dilaosket ivez an enepfaskouriezh hag an enep-kreizennañ. Salvini a zo lesanvet "Ar C'habiten" (Il Capitano) gant e harperien.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Italia |
Anv e yezh-vamm an den | Matteo Salvini |
Anv ganedigezh | Matteo Salvini |
Anv-bihan | Matteo |
Anv-familh | Salvini |
Deiziad ganedigezh | 9 Meu 1973 |
Lec'h ganedigezh | Milano |
Pried | Fabrizia Ieluzzi |
Yezh vamm | italianeg |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg |
Yezh implijet dre skrid | italianeg |
Micher | politiker |
Tachenn labour | Politikerezh |
Implijer | Burghy |
Lec'h labour | Strossburi, Brusel, Roma, Milano |
Strollad politikel | Lega Nord, Lega Lombarda, Us with Salvini, Lega per Salvini Premier |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2017 Lega Nord leadership election, 2013 Lega Nord leadership election |
Relijion | Katoligiezh |
Supported sports team | A.C. Milan |
Yaouankiz
kemmañMatteo Salvini a zo ganet e Milano e 1973, mab un den a aferioù hag ur vamm maouez er ger. Salvini en deus bet studiet el lise Alessandro Manzoni e Milan. Goude-se e yeas da skol-veur Milano (Università degli Studi di Milano) evit studiañ an Istor. Ne voe ket echuet e studioù gantañ.
Ezel e oa bet eus ur strollad eus an tu-kleiz pellañ en ur Greizenn sokial emveret, hini Leoncavallo. Chomet eo pouezus hervezañ ar skiant-prenet-se hiziv-an-deiz c'hoazh, memes ma z'eo eñ el luskad tu dehoù pellañ eus ar strollad Lega Nord.
Ministr an diabarzh
kemmañD'ar 1añ a viz Even 2018 e voe kadoriet evel ministr diabarzh Italia. Raktal e embanne e c'hoant da dalañ kreñv ouzh al luskadoù envroidi amreizh er vro.
Dilennadegoù 2018
kemmañ-
Logo "Salvini Premier" evit dilennadegoù 2018, diwar skouer hini Donald Trump.
-
Logo kampagn Donald Trump