Maurits van Nassau
Maurits van Nassau pe Maurice van Oranje (Dillenburg, 14 a viz Du 1567 - Den Haag, 23 a viz Ebrel 1625) a voe stathouder proviñsoù Republik an Izelvroioù, war-bouez Friz, adal 1585 betek e varv. Priñs Oranje e teuas da vout goude marv e lezvreur henañ Philip Willem en 1618.
Tremen a reas e yaouankiz en Dillenburg en kontelezh Nassau, ha studiañ en Heidelberg ha Leiden. En 1585 e voe lakaet da stathouder Holland ha Zeeland war-lerc'h e dad Willem van Oranje, lesanvet an Tavedeg, hag adal 1590 da stathouder Utrecht, Gelre hag Overijssel, ha hini Groningen adal 1620. Evel kabiten-jeneral hag amiral an unvaniezh ec'h aozas an emsavadeg izelvroat a-enep Spagn ma c'honezas brud evel strategour. Gantañ, hag eñ o kenlabourat gant Johan van Oldenbarnevelt (1547-1619), e voe kaset an armeoù izelvroat betek an trec'h ken na voe skarzhet ar Spagnoled eus norzh ha reter ar Republik.
Adkregiñ a reas gant ar brezel ouzh Spagn en 1621, met tro wenn a reas pa glaskas freuzañ seziz Breda gant Ambrogio Spinola (1624), na kemer Antwerpen (1625). Brudet e oa da vezañ unan eus gwellañ brezelourien e amzer.
Douaroniezh
kemmañE anv a voe roet da enez Moris.