Hwaryeohan hyuga
May 18
Filmdata
Titl orin Hwaryeohan hyuga
May 18
Bro produiñ Republik Korea Republik Korea
Deuet er-maez 27 a viz Gouhere 2007
Yezh orin Korean
Padelezh (PAL-DVD) : 118 munutenn
Skigner CJ Entertainment
Boujedenn 10 milion a zollaroù
Korvoder gros 49,282,156 zollaroù
Pare
Filmaozer Kim Ji-hoon
Produer Yoo In-taek
Park Chang-hyeon
Lee Su-nam
Skrivagner Na Hyun
Sonerezh Kim Seong-hyeon
Rener al luc'hskeudenniñ Lee Doo-nam
Aktourien

Kim Sang-kyung
Ahn Sung-ki
Lee Yo-won
Lee Joon-gi

Liammoù diavaez

May 18 (Hangul: 화려한 휴가; RR: Hwaryeohan hyuga; Brezhoneg. "Vakañsoù drant") zo ur film Su korean embannet e 2007.

Istor ar film a zo bet diazezet war fedoù gwirion, Lazhadeg Gwangju d'an 18 a viz Mae 1980. Ar jeneral Chun Doo-hwan en devoa klasket reiñ lamm d'an nerzhioù demokratel er vro dre ur flastradenn milourel. War-dro 600 a dud a voe lazhet.

 
Bered Mangwol-dong e Gwangju, gouzañverien al lazhadeg a oa bet beziet eno.

E kêr Gwangju, 110 000 annezad enni, Min-woo a zo o vevañ ur vuhez seder gant e vreur yaouankoc'h Jin-woo betek an deiz ma erru 20 000 a soudarded evit flastrañ ar boblañs. An trevourien a glask sevel ur vezen evit difenn an dud dizarmet diouzh tennoù al lu.

 
Monumant lid d'ar gouzañverien