Republik Korea

(Adkaset eus Su Korea)

Korea ar Su pe Sukorea, pe Republik Korea ent-ofisiel (Hangul: 대한민국, Hanja: 大韓民國, [tɛːhanminɡuk̚], Daehan-Minguk, e koreaneg), a zo ur Stad dizalc'h eus reter Azia el lodenn su eus ledenez Korea. Emañ Republik Pobl Sina er c'hornôg dezhi, Bro-Japan er reter, Korea an Norzh en norzh, ha Mor Reter Sina ha Taiwan er su. Hin Korea ar Su zo un hin gevandirel gleb gant un dachenn veneziek dindan un hin istrovanel gleb. Tizhout a ra he zachenn 99 392 kilometr karrez[2] evit tost 50 milion a annezidi. Seoul eo ar gêr-benn hag ar gêr vrasañ gant 10 421 782 annezad.

Republik Korea
대한민국 • 大韓民國 • Daehan-Minguk
Banniel Ardamezioù

Sturienn
홍익인간 Hongik ingan
"Ober mad bras da ved mab-den"
Kan broadel
애국가 Aegukga
"Kan brogarour"

Lec'hiadur Sukorea
Melestradur
Kêr-benn Seoul[1]
Gouarnamant Republik
Prezidant Yoon Seok-yeol
Kentañ Ministr Kim Boo-kyum (김부겸 , 金富謙)
Yezh ofisiel Koreaneg
Relijionoù Hini ebet 56,9%
Kristen 27,6%
Protestant 19,7%
Katolik 7,9%
Boudaegezh 15,5%
Douaroniezh
Gorread 100 363 km²
Poblañs 51 709 298 (2019)
Moneiz Won Republik Korea
(₩ KRW)
Gwerzhid-eur UTC+9
Kod pellgomz +82
Kod Internet .kr & .한국

Istor Korea

kemmañ

Diskouez a ra kavadennoù an arkeologourien e oa annezet ledenez Korea da vare Henoadvezh diwezhañ ar maen[3],[4]. Kregiñ a ra istor Korea gant diazezadur Gojoseon e 2333 kent J.-K. gant Dan-gun, un haroz mojennel. Da-heul unanidigezh teir rouantelezh Korea dindan Silla e 668, Korea a oa renet gant an dierniezh Goryeo hag an dierniezh Joseon an eil goude eben en ur vroad hepken betek diwezh an impalaeriezh korean e 1910, pa oa staget Korea ouzh Bro-Japan dre nerzh.

Goude dieubidigezh ha dalc'herezh Korea gant an Unvaniezh soviedel hag ar Stadoù-Unanet e fin an Eil Brezel Bed e oa rannet ar vroad etre an norzh hag ar su. Dont a reas an hini diwezhañ da vezañ un demokratiezh e 1948 daoust ma voe ur bern trubuilhoù politikel ha prantadoù ma oa renet gant an arme ha dindan al lezenn brezel, kent savidigezh ar c'hwec'hvet republik e 1987.

Tarzhañ a reas ur brezel etre an div Gorea hag o c'hevreidi pa oa aloubet Korea ar Su gant Korea an Norzh d'ar 25 a viz Gouere 1950. Paouez a reas war-lerc'h un emglev arsav-brezel e 1953, met an harzoù etre an div vro zo ar re ar muiañ kreñvaet ha difennet er bed abaoe.

Korea ar Su hiziv-an-deiz

kemmañ

Goude ar brezel e kreskas ekonomiezh Korea ar Su forzh pegement hag e teuas ar vro da vezañ unan eus an 20 ekonomiezh pennañ er bed (ar G-20),[5] un demokratiezh wirion, hag ur galloud lec'hel en Azia ar Reter.

Korea ar Su zo ur republik prezidantel, enni 16 rann velestradurel. Ur vro diorroet eo, dezhañ ul live bevañ uhel-kenañ. Pevare armerzh brasañ Azia eo hag ar 15vet ekonomiezh vrasañ (hervez ar produadur diabarzh gros, pe PDG) pe an 12vet (hervez ar parder galloud prenañ)[6]. Diazezet eo an ekonomiezh war an ezporzhiañ, gant produadoù elektronek, kirri-tan, listri, ardivinkoù, ar betrokimiezh, robotoù. Ezel eo Korea ar Su eus Aozadur ar Broadoù Unanet, ABK, OKDE hag eus armerzhoù bras ar G-20. Unan eus izili diazezer an APEC eo ivez.


Rannoù melestradurel

kemmañ
 
Rannoù melestradurel pennañ Korea ar Su

Rannoù melestradurel pennañ Korea ar Su zo proviñsoù, Kêrioù bras (kêrioù n'int ket e proviñs ebet hag en em ren o unan), hag ur gêr dibar.

# Anva hangul hanja poblañs
Kêr dibar(Teukbyeolsi)a
1 Seoul-teukbyeolsi 서울특별시 서울(首爾)特別市 10 421 782
Kêrioù bras (Gwangyeoksi)a
2 Busan-gwangyeoksi 부산광역시 釜山廣域市 3 635 389
3 Daegu-gwangyeoksi 대구광역시 大邱廣域市 2 512 604
4 Incheon-gwangyeoksi 인천광역시 仁川廣域市 2 628 000
6 Daejeon-gwangyeoksi 대전광역시 大田廣域市 1 442 857
5 Gwangju-gwangyeoksi 광주광역시 光州廣域市 1 456 308
7 Ulsan-gwangyeoksi 울산광역시 蔚山廣域市 1 087 958
Proviñsoù (Do)a
8 Gyeonggi-do 경기도 京畿道 10 415 399
9 Gangwon-do 강원도 江原道 1 592 000
10 Chungcheongbuk-do (Chungcheong an Norzh) 충청북도 忠淸北道 1 462 621
11 Chungcheongnam-do (Chungcheong ar Su) 충청남도 忠淸南道 1 840 410
12 Jeollabuk-do (Jeolla an Norzh) 전라북도 全羅北道 1 890 669
13 Jeollanam-do (Jeolla ar Su) 전라남도 全羅南道 1 994 287
14 Gyeongsangbuk-do (Gyeongsang an Norzh) 경상북도 慶尙北道 2 775 890
15 Gyeongsangnam-do (Gyeongsang ar Su) 경상남도 慶尙南道 2 970 929
Proviñs dibar emren (Teukbyeoljachi-do)a
16 Jeju-teukbyeoljachi-do (Jeju-do) 제주특별자치도 濟州特別自治道 560 000

a Romanekadur adwelet .

Notennoù

kemmañ
  1. Sejong eo ar gêr-benn velestradurel de facto.
  2. Korea's Geography. Asianinfo.org (2010-02-01). Kavet : 2010-07-13.
  3. Ancient civilizations. Kavet : 2010-04-25.
  4. OPM.go.kr
  5. South Korea :: Economic and social developments. Encyclopædia Britannica. Kavet : 2010-02-18.
  6. Report for Selected Countries and Subjects