Mazzatello
Ar mazzatello pe mazzolatura (pe mazza hep mui) a oa un doare da lakaat un den d'ar marv gant un taol horzh, peurvuiañ war e benn, pe un taol kadvouc'hal, pe horzh-vrezel, en Italia ar Grennamzer, ha zoken betek amzervezh Napoleone Buonaparte, ha goude c'hoazh e Stadoù an Iliz betek 1870[1].
Mastro Titta (1779-1869), bourev ar pab, en deus skrivet en e eñvorioù en devoa "mazzolato" kalzik a dud.
Lennegezh
kemmañ- Kaoz a zo gant Stendhal eus mazzolatura e Roma e 1599 pa voe lakaet breur Beatrice Cenci d'ar marv.
- Deskrivadenn un abadenn mazzolatura er Piazza del Popolo e Roma a lenner dindan pluenn Alexandre Dumas e Le Comte de Monte-Cristo.
Liammoù diavaez
kemmañ- (it) Mastro Titta, il boia di Roma. Buhezskrid „Mastro Titta“.
- (en) Thomas K. Wukitsch: Mastro Titta. .
Notennoù
kemmañ- ↑ Megivern, James J. 1997. The Death Penalty. Paulist Press. ISBN 0-8091-0487-3. p. 155.