McDonnell Douglas F/A-18 Hornet
Ar McDonnell Douglas F/A-18 Hornet ("c'hwiliorez") a zo un nijerez emgann liesperzh amerikan. Ar c'hentañ wech ma voe implijet an Hornet er stourm a voe e-pad bombezadeg Libia 1986, goude-se e voe implijet lies e-pad Kentañ brezel Irak hag e-pad an Oberiadur brezel Iraqi Freedom. An F/A-18 Hornet en doa bet degaset tresoù diazez ar Boeing F/A-18E/F Super Hornet.
ImplijerienAozañ
- US Navy (aervorlu ar Stadoù-Unanet), abaoe 1978
- United States Marine Corps
- NASA
- Royal Australian Air Force, abaoe 1984
- Royal Canadian Air Force
- aerlu Koweit, abaoe 1991
- aerlu Finland, abaoe 1995
- aerlu Spagn, abaoe 1995
- aerlu Suis, abaoe 1996
- aerlu Malaysia, abaoe 1997