Mehmet III

(Adkaset eus Mehmed III)

Mehmet III, ganet d'ar 26 a viz Mae 1566, a voe an trizekvet sultan en impalaeriezh otoman.

Mehmet III

Mab e oa da Murat III ha da Safiye Sultan.

Yaouankiz

kemmañ

E anv a voe roet dezhañ gant e dad-kuñv, Suleyman Iañ, en enor da Mehmet an Alouber.

Deskadurezh a dapas gant gouizieien vrudet evel İbrahim Cafer pe Pir Mehmed Azmi.

Ren a reas Mehmet III eus 1595 da 1603. Diouzh an noz ma pignas war an tron e lakaas da lazhañ 19 eus e vreudeur.

Kerkent ha tapet ar galloud gantañ e pledas ar sultan nevez gant ar c'hudennoù en Aostria hag e Valakia.

D'an 2 a viz Gwengolo 1595 e teuas a-benn an Aostrianed da gemer kreñvlec'h Estergon, 60 km e gwalarn Budapest, dre ziouer a sikour a-berzh ar sultan hag a oa koulskoude 40 km alese.

Vichegrad, war bord ar stêr Tuna, a gouezhas e krabanoù enebourien an Otomaned nebeut goude.

Da heul an darvoudoù-se ec'h embannas ar Yeniçeried e faote dezho ec'h afe ar sultan d'ar brezel asambles gant e arme.

Mervel a reas Mehmet III d'an 21 a viz Kerzu 1603. E vab Ahmet I a renas war e lerc'h.




En e raok:
Murat III
Sultaned an Impalaeriezh Otoman
 
15951603
War e lerc'h:
Ahmet I