Ur Meistersinger , pe mestr-kaner, zo ur barzh alaman eus ar Grennamzer, etre ar XIVvet hag ar XVIvet kantved, a rae ouzh an arz anvet Minnesang.

Tud eus kêr e oant, artizaned pe marc'hadourien, ha 12 mestr a lavarent kaout, e-touez ar varzhed kent, en o zouez Wolfram von Eschenbach, Konrad von Würzburg, Reinmar von Zweter, ha Heinrich Frauenlob. Frauenlob, alavared, en devoa digoret ar skol gentaén da zeskiñ micher ar Meistersinger e Mainz, e deroù ar XIVvet kantved. Goude e voe re all e Strasbourg, Frankfurt, Würzburg, Zurich, ha Praha; er XVvet en Augsburg ha Nuremberg. E Nuremberg, e oa Hans Sachs e penn ur skol vrudetañ ar XVIvet kantved. Re all a voe goude en hanternoz, e e Magdeburg, Breslau Görlitz, ha Danzig.


Mistri

kemmañ
 
Hans Sachs, ar mestr-kaner brudetañ