Mekong
Ar Mekong a zo un hir a stêr eus Azia ar Reter hag unan eus stêrioù pennañ ar bed. Ar seizhvet hirañ stêr eus Azia eo hag an daouzekvet hini eus ar bed. 4 350 km eo he hed, kas a ra ganti doureier un dachennad 795 000 km² ha diskargañ a ra 475 km³ a zour bep bloaz.
Eieniñ a ra e pladenn Tibet, ha goude treuziñ proviñs Yunnan e Sina e treuz Myanmar, Laos (ober a ra an harzoù etre an div vro-mañ war-hed 100 km), Thailand (ober a ra an harzoù etre Laos hag ar vro-mañ war-hed 850 km), Kambodja (treuzet gantañ penn-da-benn) ha Viêt Nam ma'n em daol er mor en ur braz a zelta.