Melchior García Sampedro

Melchor García Sampedro Suárez hervez ar stumm spagnolek[1], pe Melchior Garcia Sampedro (Xuyên) evel m'eo anavezet alies[2],[3], a oa ur beleg dominikan spagnol bet eskob e Viêt-Nam. Merzheriet eo bet en un doare kriz-kenañ d'an 28 a viz Gouere 1858 e Nam Dinh war urzh an impalaer Tu Duc goude bezañ bet harzet d'an 8.

Melchior Garcia Sampedro

Lakaet eo bet war roll sent an Iliz Katolik gant ar Pab Yann-Baol II e-touez an 117 den bet merzheriet e Viêt-Nam etre 1745 ha 1862, d'an 19 a viz Mezheven 1988. Lakaet oa bet war roll ar wenvidien gant ar Pab Pi XII d'an 29 a viz Ebrel 1951.

Ganet eo bet d'ar 26 a viz Ebrel 1821 e Cortes e-kichen Oviedo (Asturias). Studiet en deus an deologiezh e Skol-veur Oviedo. Beleget eo bet e 1847 e kouent dominikan Ocaña.

Kelenner e voe e Skol-veur Manila (Filipinez) e 1848. Goulenn a reas bezañ kaset evel misioner da Viêt-Nam e 1849. Diorren a reas an ospitalioù du-hont peurgetket. Anvet e voe eskob eskopti Bùi Chu d'ar 27 a viz Gouere 1857 goude bezañ bet keneskob José María Díaz Sanjurjo o.p. (merzheriet an deiz-se, bet anvet eskob d'ar 26 a viz Eost 1952) abaoe 1853. Merzheriet e voe e 1858 pa oa Tu Duc impalaer (1847-1883).

Daveoù

kemmañ