Eskopti Bùi Chu
Ur bastell-vro eus an Iliz katolik eo eskopti Bừi Chu (Doecesis Buichensis) e Viêt Nam, rann eus arc'heskopti Hanoi. An aotrou Joseph Hoàng Van Tiem eo an eskob abaoe 2001. Iliz-veur Itron-Varia-ar-Rozera e Bừi Chu eo sez an eskopti. Ar Werc'hez Dinamm eo maeronez an eskopti.
Lec'hiadur
kemmañEr pezh oa an Tonkin kreiz gwechall emañ an eskopti, 129 farrez ennañ. Ur benniliz goustlet d'ar Werc'he Dinamm a gaver e Phu Nhai
Istor
kemmañKrouet e voe Vikeldi apostolek Tonkin kreiz d'ar 5 a viz Gwengolo 1848 gant ar Pab Pi IX diwar un darn eus tachenn Vikeldi apostolek Tonkin ar Reter (bremañ eskopti Haïphong). Fiziet e voe er visionerine dominikan spagnol. Gwallgaset e voe ar re-mañ e-pad degadoù a vloavezhioù.
Tri eus ar pevar eskob kentañ a zo bet merzheriet. Lakaet int bet war roll ar sent gant ar Pab Yann-Baol II.
Kemeret en deus Vikeldi apostolek Tonkin kreiz anv Vikeldi apostolek Bừi Chu d'an 3 a viz Kerzu 1924.
D'an 9 a viz Meurzh 1936 e roas darn eus e diriad da Vikeldi apostolek Thái Binh (bremañ eskopti).
Dek miliadoù agatoliked a dec'has war du ar Su pa voe staliet da vat galloud ar Viêt Minh en Norzh e 1954.
Lakaet e voe ar Vikeldi apostolek da eskopti d'ar 24 a viz Du 1960 gant ar Pab Yann XXIII (builh Venerabilium Nostrorum) evel vikeldioù all ar vro. Gouzañv a reas an eskopti nevez ur prantad heskinerezh.
Roll an eskibien
kemmañ- Domingo Martí, O.P. (18 a viz Mae 1847 - 26 a viz Eost 1852 )
- Sant Joseph-Marie Díaz Sanjurjo, O.P. (26 a viz Eost 1852 - 20 a viz Gouere 1857 ; merzher)
- Sant Joseph Melchior García Sampedro Suárez, O.P. (20 a viz Gouere 1857 - 28 a viz Gouere 1858 ; merzher)
- Sant Valentin de Berrio-Ochoa y Aristi, O.P. (28 a viz Gouere 1858 - 1 a viz Du 1861 merzher)
- Bernabé García Cezón, O.P. (9 a viz Gwengolo 1864 - miz Du 1879)
- Manuel Ignacio Riaño, O.P. (Du 1879 - 26 a viz Du 1884)
- Máximo Fernández, O.P. (12 a viz Du 1898 - 14 a viz Eost 1907)
- Pedro Muñagorri y Obineta, O.P. (14 a viz Eost 1907 - 17 a viz Mezheven 1936)
- Dominique Ho Ngoc Cân (17 a viz Mezheven 1936 - [miz Du 1948 ), kentañ eskob Vietnamat.
- Pierre-Marie Pham-Ngoc-Chi (3 a viz C'hwevrer 1950 - 24 a viz Du 1960, anvet eskob Quy Nhon)
- Joseph-Marie Phâm-Nang-Tinh (5 a viz Meurzh 1960 - 11 a viz C'hwevrer 1974)
- Dominique-Marie Lê-huu-Cung (28 a viz Ebrel 1975 - 12 a viz Meurzh 1987)
- Joseph Vû Duy Nhât (12 a viz Meurzh 1987 - 11 a viz Kerzu 1999)
- Joseph Hoàng Van Tiem, S.D.B., abaoe ar 4 a viz Gouere 2001
Stadegoù
kemmañ2006: 386 148 a dud vadezet (27% eus poblañs ar bastell-vro) ; 84 beleg (1 reizhat e o-zouez), 4 597 den badezet evit ur beleg ; 1 lean ha 502 leanez ; 129 parrez.