Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall
Savet eo bet Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall e 1958. D'ar c'houlz-se ne oa anv ebet eus yezh ebet e-barzh.
E 1992, pa oa kemmet ar Vonreizh evit gallout hec'h azasaat ouzh Emglev Maastricht, e voe kemmet ivez he mellad 2 o lakaat ouzhpenn ur frazenn a ra eus ar galleg yezh ofisiel ar republik.
Er skridoù ofisiel ne vez anv nemet eus Bonreizh 1958, hep meneg eus ar c'hemmoù deuet war-lerc'h, evel pa vije bet digemm abaoe 1958. Evel-se ivez emañ kont el lec'hienn ofisiel-mañ: https://web.archive.org/web/20110604145028/http://www.legifrance.gouv.fr/html/constitution/constitution2.htm#titre1
Ar Mellad 2 abaoe kemm 1992
kemmañSetu amañ Mellad 2 Bonreizh ar Pempvet Republik C'hall :
- Ar "Marseillaise" eo ar c'han broadel.
- Lavarenn-stur ar republik eo Frankiz, Ingalded, Breudeuriezh.
- Ar sturienn anezhi eo: gouarnamant ar bobl, graet gant ar bobl evit ar bobl.
Implij ar mellad 2 abaoe 1992
kemmañAbaoe 1992 ne vez ket implijet ar mellad 2 evit stourm a-enep ar saozneg, petra bennak ma oa bet roet evel an abeg anezhañ.
Met implijet e vez seul wech evit nac'h ar gwir d'ober gant ar yezhoù bihanniver evel ar brezhoneg:
- gant an ti-post pa glasker skrivañ ar chomlec'hioù
- gant al lezioù-barn pa glasker komz brezhoneg dirazo
- gant ar prefetioù pa glasker diskleriañ ur gevredigezh (hervez lezenn 1905): an holl gevredigezhioù a ra war-dro ar brezhoneg zo bet diskleriet e galleg.
A-raok 1992
kemmañBetek 1992 e veze implijet embann roueel Villers-Cotterets, diskleriet e 1539, a-enep ar brezhoneg gant ar velestradurezh republikan.
Liamm diavaez
kemmañ- Diwar-benn an embann roueel: http://www.droitconstitutionnel.org/ColloqueRennes/Soleil/Soleil.texte.html