Menez Obama

Menez Obama (Mount Obama e saozneg, anvet Boggy Peak diagent) eo lec'h uhelañ enez Antigua e stad Antigua ha Barbuda. Emañ e lodenn vervent an enezenn (17° 2' 31 N, 61°51' 4 W) ha sevel a ra betek 402 vetr uhelder.

Menez Obama

D'ar 4 a viz Eost 2009 e voe adanvet Mount Obama, e-lec'h e anv kozh Boggy Peak, en enor Barack Obama, prezidant Stadoù Unanet Amerika.