Digeriñ al lañser pennañ

Er yezhoniezh e vez implijet an droienn mentadur hervez ar silabennoù (saoz.: syllable-timed) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus unan eus an daou doare mentadur pennañ ma vez merket lusk ar frazenn hervez an doare ma vez ingalet an amer o tremen a silabenn da silabenn.

Er yezhoù gante ur mentadur hervez ar silabennoù eo ingal dre vras an amzer a dremen etre pep silabenn daoust ha ma c'hell bezañ berroc'h pe hiroc'h pep silabenn hervez pep degouezh resis ha gallout a ra kemmañ lusk resis ur yezh bennak hervez al lec'h ma vez komzet hag a hinienn da hinienn zoken, da skouer keit ha m'eo portugaleg Europa ur yezh mentadet hervez an taol-mouezh ez eo portugaleg Brazil ur yezh mentadet hervez ar silabennoù.

Abaoe ar bloavezhioù 1950 ez eus bet klasket diskwel en un doare objektikel eo ingal ar badelezh a silabenn da silabenn met n'eus ket bet gellet hen ober. Hervez an enklaskoù nevesañ e hañvalfe bezañ ingal an amzer a dremen a silabenn dre silabenn, daoust ha ma n'eo ket e gwirionez, abalamour d'an doare ma vez ingalet an amzer a dremen etre ar c'hensonennoù hag ar vogalennoù.

Dre vras e vez mentadet ar yezhoù romanek hervez ar silabennoù en o zouez ar galleg, ar spagnoleg hag ar c'hatalaneg. Mentadet hervez ar silabennoù eo an holl yezhoù komzet en India ivez, en o zouez an hindeg, ar sañskriteg, an tamileg, ar pandjabeg. Mentadet hervez ar silabennoù eo ar sinaeg hag ar c'horeaneg ivez.


Gwelit ivezAozañ