Merdeadenn La Pérouse
Merdeadenn La Pérouse zo ur veaj-dizoleiñ skiantel, en-ofisiel, kaset adal 1785 gant an ofiser gall Jean-François de La Pérouse, harpet gant ar roue gall Loeiz XVI evit ober evel ar Saoz James Cook en e raok, da weladenniñ ar Meurvor Habask ha da glask ober tro ar bed gant daou lestr, anvet La Boussole ha L'Astrolabe. An daou lestr a reas peñse e Vanikoro en 1788, ma vevas darn eus ar vartoloded ur pennadig.
E-pad meur a vloaz ne voe keloù ebet eus tud ar verdeadenn, ha meur a hini all a voe aozet evit o c'hlask :
- entre 1791 ha 1794, merdeadenn d'Entrecasteaux, kaset gant Antoine Bruny d'Entrecasteaux
- e 1825, Dumont d'Urville, a lestras e Toulon
- e 1826-1827, ur c'habiten saoz, Peter Dillon, a gavas dismantroù an daou lestr e Vanikoro, Inizi Santa Cruz (Inizi Salomon), en hanternoz da Vanuatu.