Vanikoro zo unan eus an inizi Solomon, en enezeg Santa Cruz (11° 37' su ha 166° 58' reter), er Meurvor Habask. Tost eo Vanikoro da Vanuatu. Un atoll kouralek eo, gant div enezenn vras ennañ, Banie ha Teanu.

Vanikoro, en Inizi Solomon
Monumant e koun La Pérouse

Poblet eo Vanikoro gant war-dro 800 den ha komzet e vez meur a yezh en enezenn.

E Vanikoro e varvas an ergerzher gall Jean-François de La Pérouse hag an dud all a oa gantañ war e listri, e 1788. E 2005 e voe adkavet ar peñseoù eus an daou lestr-se, La Boussole ha L'Astrolabe, ha roudoù eus ur c’hamp war an douar a oa bet annezet gant an ergerzher e-pad meur a viz.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.