Merk an tema
Merk an tema (saoz. topic marker) a zo anezhañ ur rannig implijet gant yezhadur ar japaneg (は) hag ar c'horeaneg (는 goude ur vogalenn pe 은 goude ur gensonenn) evit merkañ tema ur frazenn, da skouer e koreaneg:
나는 | 불란서 | 사람 | 입니다。 |
nanŭn | Pŭlansŏ | saram | imnida. |
me-[merk an tema] | Frañs | den | on. |
Gall on-me. |
Alies e klot an elfenn merket gant merk an tem (da lâret eo, an tema) gant rener ar frazenn, met n'eo ket ret.
Setu ur skouer evit diskwel mont en-dro merk an tema e japaneg.
Meur a rannig yezhadurel ez eus e japaneg, en o zouez merk an tem skrivet gant ar silabenn hiragana ha は met distaget wa atav pa vez implijet evel merk an tema. Ul lerc'henn an hini eo ar rannig-mañ, da lâret eo e vez lakaat war-lerc'h an elfenn merket evel tema ar frazenn, da skouer:
Er frazenn-mañ eo "karr-tan" (車 kuruma) rener ar frazen, merket amañ evel tema ar frazenn gant は. Kemer a ra neuze merk an tema は (wa) plas ar rannig a dalvezfe a-hend all evit merkañ ar rener が (ga). E penn-kentañ a lavarenn e vez lakaet an tema atav.
車 | は | 新しい | です。 |
kuruma | wa | atarashii | desu. |
karr-tan | [merki an tem] | nevez | eo. |
Ar c'harr-tan zo nevez. |
Er skouer-mañ eo bet merket an adverb "bremañ" (今 ima) evel tema ar frazenn gant merk an tema:
今 | は | 車 | が | 新しい | です。 |
ima | wa | kuruma | ga | atarashii | desu. |
bremañ | [merk an tema] | karr-tan | [merk ar rener] | nevez | eo. |
Bremañ eo nevez ar c'harr-tan. |