Sevel meskl
(Adkaset eus Meskleta)
Krouet eo bet ar sevel meskl pe mesklerezh war beulioù e 1235, er Baie d'Aiguillon e Poatev, war-lec'h peñse ur beajour iwerzhonat anvet Patrice Walton. Abaoe ar mare-se e vez plantet renkennadoù peulioù koad en aod gant mesklaerion ar c'hornad-bro-se.
Ken bras ha ken tolpet e oa ar meskl e 1950 ma voent distrujet gant ur c'hleñved.
Neuze eo e voe klasket lec'hioù all evit sevel ar c'hregin-se.
Erruet eo ar sevel meskl e Bae Sant-Brieg er bloavezhioù 1960 hepken.