Mestr 1518 a oa ul livour flamank. Renket e vez e oberennoù en Orbidouriezh Antwerpen. Meur a oberenn dianv a vez roet dezhañ diwar an doare ma'z int savet.

Dont a ra e anv eus an deiziad a lenner en unan eus panelloù koad stern-aoter buhez an Itron Varia a zo en iliz Itron Varia e Lübeck. Daoust ma ne ouezer ket piv e oa e gwirionez e soñj da dud 'zo e vije bet Jan Mertens Yaouank pe Jan van Dornicke. Pe marteze e oa an tri den-se un den nemetken.

Darvoudoù relijiel a live, ma veske levezonioù gotek ha re an Azginivelezh. Alies e lakae en e oberennoù dilhadoù kenoazet ha dismantroù savadurioù.