Metropolitan Police

Ar Metropolitan Police Service (MPS), anavezet peurliesañ evel Metropolitan Police, a oa ar Metropolitan Police Force e anv kent, lesanvet ivez the Met, eo an nerzh polis lec'hel er Greater London ha karget da lakaat al lezenn da dalvezout, er-maez eus an dachenn "Square Mile" e-kreiz kêr Londrez hag a zo e karg ar City of London Police.

Banniel ar Metropolitan Police Service.

Ar Met en deus ivez kargoù a live broadel evel kenurzhiañ ha ren an enep-sponterezh er Rouantelezh-Unanet, difenn pennoù uhel ar familh roueel saoz kement ha pennoù uhel ar gouarnamant.

Tachenn labour ar Metropolitan Police Service.

E miz Meurzh 2016, ar Metropolitan Police Service a implije 43 272 implijad leun-amzer. E penn an aozadur e kaver ar Commissioner of Police of the Metropolis, brudetoc'h dre an anv Metropolitan Police Commissioner berraet dre the Commissioner. Karget eo da ren an holl nerzhioù polis war e dachenn. Emañ ar C'homiser (Commissioner) dindan urzhioù ar rouanez, an Home Office ha Maer Londrez, dre skourr an ti-kêr evit ar polis hag an torfedoù.