Meurvor ar Su
meurvor
(Adkaset eus Meurvor ar C'hreisteiz)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Dre emglev e vez graet Meurvor ar Su bremañ (abaoe 2000) eus an hollad morioù a gaver en-dro da Antarktika betek an 60vet ledredenn su, da-heul un diviz eus an Aozadur Hidrografel Etrebroadel (AHE/IHO).
Unan eus pemp meurvor ar bed an hini eo. Gwechall e veze graet Meurvor Antarktika, pe Meurvor polel Antarktika eus an hollad-se.
Goloet e vez an darn vrasañ anezhañ e-pad c'hwec'h miz ar goañv gant ar vorskorneg.
Douaroniezh
kemmañE-keñver moroniezh eo termenet ar meurvor-se evel ar meurvor liammet gant Morredenn Drobolel Antarktika hag a dremen en-dro da Antarktika. E-barzh emañ Mor Amundsen, Mor Bellingshausen, un darn eus Tremen Drake, Mor Ross, un tamm bihan eus Mor Scotia, ha Mor Weddell. Ar pezh a ra 20 327 000 kilometrad-karrez.