Michel Rolland a zo bet prezidant (2004-2006) ha sekretour meur ar Re C'hlas (2006-2008) e Breizh. Kuzulier kêr hag eilmaer eo bet en Henbont ivez, betek 2009. Pa oa yaouank e oa bet e-barzh ar Jeunesse Ouvrière Chrétienne (JOC), e Brest. E 1991 e oa aet e-barzh ar Re C'hlas.