Miguel Díaz-Canel ganet d'an 20 a viz Ebrel 1960, zo ur politikour kuban. 19vet prezidant Kuba eo abaoe Here 2019. A-raok e oa bet besprezidant kuzul-stad ha kuzul ministred ar vro etre 2013 betek 2018. Ezel eo bet eus Politburo Strollad Komunour Kuba abaoe 2003. Bez eo bet Ministr an deskadurezh-stad etre 2009 ha 2012; lakaet e oa bet da vesprezidant kuzul ar vinistred (bes-kentañ ministr) e 2012. Bloaz war-lerc'h, d'ar 24 a viz C'hwevrer 2013, e oa dilennet evel besprezidant penn kuzul-stad Kuba.

Miguel Díaz-Canel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhKuba Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denMiguel Díaz-Canel Kemmañ
Anv ganedigezhMiguel Mario Díaz-Canel Bermúdez Kemmañ
Anv-bihanMiguel, Mario Kemmañ
Anv-familhDíaz-Canel Kemmañ
Eil anv tiegezh en anvioù spagnolekBermúdez Kemmañ
Deiziad ganedigezh20 Ebr 1960 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPlacetas Kemmañ
BugelMiguel Mario Díaz-Canel Villanueva Kemmañ
Yezh vammspagnoleg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetspagnoleg Kemmañ
MicherIjinour, lecturer, politiker Kemmañ
KargFirst Secretary of the Communist Party of Cuba Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity "Marta Abreu" of Las Villas Kemmañ
Lec'h labourSanta Clara, La Habana Kemmañ
Strollad politikelStrollad Komunour Kuba Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Perzhiad einauguration of Alberto Fernández Kemmañ
Luskad politikeltu-kleiz pellañ Kemmañ
Ideologiezh politikelKomunouriezh Kemmañ
Miguel Diaz Canel e 2015

Dilennet e oa bet evit erlerc'hiañ Raúl Castro evel prezidant ar c'huzul-stad ha kuzul ar vinistred d'an 18 a viz Ebrel 2018. Kadoriet eo bet an devezh war-lerc'h. E-doug 40 vloaz ez eo ar c'hentañ prezidant evit Kuba ha na vefe ket un ezel eus ar familh Castro.

 
Miguel Diaz-Canel and Ilham Aliyev

Ganet eo Díaz-Canel d'an 20 a viz Ebrel 1960 e Placetas, e proviñs Villa Clara. Mab eo da Aída Bermúdez, mestrez-skol, ha Miguel Díaz-Canel, labourer er greanterezh e Santa Clara.