Miliner
den a ra bleud en ur vilin.
Ar miliner eo an den a labour en ur vilin, hag a val an ed d'ober bleud. Kozh-noe eo ar vicher-se dre ma oa deusouti e mare ar chaseourien-kutuilherien.
A-bouez e oa ar miliner er c'hevredigezhioù hengounel a-raok ma oa graet boued en ur mod greantel. Estreget bleud e c'halle ober ar vilinerien, a-wechoù poultr diouzh danvez evit sevel tiez.
Anv-familh
kemmañAr Miliner, skrivet Le Milinaire e galleg, zo un anv-tiegezh brezhonek. Tud brudet :
- Alban er Meliner, unan eus anvioù-pluenn Yann Mari Ewan Heneu (1868-1929), beleg ha skrivagner,
- Loeiza er Meliner (1887-1977), kanerez ha skrivagnerez,
- Michel Le Milinaire, gourdoner ar c'hlub mell-droad Stade Lavallois.
Milin zo un anv-tiegezh brezhonek all. E Bro-Roazhon e kaver Monnier ha Lemonnier.
A bep seurt
kemmañBagad ar Velinerion eo bagad Gwened.
Pennadoù kar
kemmañDre ma oa ur vicher a-bouez e kaver kalz anvioù-tiegezh par d'ar Miliner er yezhoù all, da skouer :
- Miller, anv-tiegezh saoznek
- Müller, anv-tiegezh alamanek
- Meunier, anv-tiegezh gallek
- Molenaar, anv-tiegezh nederlandek
- Melnik, anv-tiegezh rusianek
- Molinaro, anv-tiegezh italianek
- Molinièr (distaget « moulinie » [muliˈɲe]), anv-tiegezh okitanek