Minffordd (Penrhyndeudraeth)
Minffordd zo ur gêriadenn eus Kembre, e kontelezh Gwynedd. Emañ etre Porthmadog, Penrhyndeudraeth ha Portmeirion.
Minffordd
Anv ofisiel | Minffordd, Minffordd |
---|---|
Stad | Rouantelezh-Unanet |
E tiriad | Kontelezh Gwynedd |
Kontelezh istorel | Sir Feirionnydd |
Daveennoù douaroniel | 52°55′36″N 4°4′52″W |
Daveennoù an Ordnance Survey | SH601386 |
Kresket eo ar gêriadenn dre ma oa e-kichen Y Traeth Mawr, ur marezad douaroù gleb treuzet gant an Afon Glaslyn. A-raok ma voe savet ur chaoser e c'halled treuziñ an dachenn-se d'an izelvor e-kichen Minffordd. Tremen a ra div linenn hent-houarn dre ar gêriadenn, Rheilffordd y Cambrian (Cambrian Railways) ha Rheilffordd Ffestiniog (Ffestiniog Railway), hag e gar Minffordd e c'haller tremen eus an eil d'eben.
Liammoù diavaez
kemmañ- Istor Minffordd, BBC Cymru (cy)